Chargement...
Chargement...

Gaston. Vol. 10

Auteur : André Franquin


10,14 €
Chargement...
Livraison à partir de 0,01 €
-5 % Retrait en magasin avec la carte Mollat
en savoir plus

Résumé

Les aventures de Gaston Lagaffe au sein des éditions Dupuis : ses expériences culinaires, ses innovations en matière de matériel de bureau ou d'automobile, ses créations d'instruments de musique. ©Electre 2024

Ganet eo bet André Franquin e 1924 en Etterbeek (Belgia). An tresañ zo bet pouezus evitañ adal e vugeliezh.

Kregiñ a ra da labourat e stal Dupuis e 1944, bountet enni gant e vignon Morris (tad Lucky Luke). E 1947 ez adkemer an dudenn Spirou, o tresañ "Le Tank" ha "Les Maisons préfabriquées". E-keit se e sav ur bern tresadennoù evit kelaouennoù a bep seurt.

Goude 1949 e vo sammet gant ar stirad "Spirou et Fantasio", gant an tresañ hag ar skrivañ evit ar gelaouenn Spirou : istorioù klok, goloioù, skeudennoù liesseurt. Hanved Spirou a gresk gant tudennoù dispar : Kont Champignag, ar Marsupilami (1952), ar gazetennerez Sekotin, Zantafio ha Zorglub, h.a.

Etre 1955 ha 1959 e ray Franquin war-dro "Modeste et Pompon" bet krouet gantañ evit ar gelaouenn Tintin.

E 1957, evit reiñ buhez d'ar pajennoù skridaozet, e teu war wel un "haroz dilabour" krouet gant André Franquin, aozer an dresadenn, ha gant Yvan Delporte, a roas dezhañ ur bersonelezh hag ar c'hentanv Gaston e koun ur mignon ken beiadour all !

Evit un emziskouez dister eo pedet Gaston war Spirou da gentañ. Leuskel a ra roudoù glas un tamm e pep lec'h war ar pajennoù, ha hadañ reuz er skridaozerezh. Un taol berzh eo 'vat. Ne oa ket bet krouet Gaston da vezañ un dudenn a vandennoù treset. E stirad dezhañ en deus koulskoude.

Ret eo da Franquin, re sammet gant al labour, dilezel tudennoù, hag istorioù zo. E 1968 e tilez Spirou, roet da Fournier, ur Breizhad (krouer Bizu).

E 1972 e krou, evit goloioù Spirou, e erevent koantik a vo strollet en albom "Cauchemarrant", embannet gant Bédérama e 1979.

"Mennozhioù Du" (Idées Noires) zo embannet gant Le trombone illustré e 1977 da gentañ ha gant Fluide glacial da c'houde.

Gant an oad, ne dres ket Franquin kement a draoù ken.

E 1987, ar Marsupilami en deus e stirad dezhañ, treset gant Batem dindan evezh Franquin evit an albomoù kentañ.

E 1989 e tres Franquin kalz tudennoù bihan, an Difoued, en ur stirad tresadennoù fiñv evit ar skinwel.

Aet eo Franquin da anaon e 1997. Ne welo ket embannadur Gaston e rezh seitek levrenn genheul e ti Dupuis, gant div levrenn dresadennoù, ankouaet pe dilezet gant an aozer pa oa bev, e ti Marsu-Productions.

Laouen omp o kinnig an eil levrenn e brezhoneg eus beiadurioù ur paotr dizampart met ken jentil...

Fiche Technique

Paru le : 15/10/2007

Thématique : BD générale Tout public

Auteur(s) : Auteur : André Franquin

Éditeur(s) : YoraN

Collection(s) : Non précisé.

Contributeur(s) : Traducteur : Alan Montfort

Série(s) : Gaston

ISBN : 978-2-916579-03-0

EAN13 : 9782916579030

Reliure : Broché

Pages : 46

Hauteur: 30.0 cm / Largeur 22.0 cm


Épaisseur: 1.0 cm

Poids: 200 g