Chargement...
Chargement...

Gramadeg ar verb : eil embannadur

Auteur : Strollad an deskadurezh eil derez

22,00 €
Chargement...
Livraison à partir de 0,01 €
-5 % Retrait en magasin avec la carte Mollat
en savoir plus

Résumé

Cours donnés à l'origine par correspondance et lors de journées d'étude, cette édition reprend les leçons de 1966 et montre le rôle des écrivains du XIXe et du début du XXe siècle dans la valorisation de la langue bretonne. Cette grammaire, libérée des modèles latin et français s'appuie sur des exemples tirés d'oeuvres publiées depuis le XIXe siècle. Les dix leçons sont suivies d'exercices. ©Electre 2024

Strollad an Deskadurezh Eil Derez (SADED) oa e vennad lakaat en e sav ur c'helennerezh a live gant ar c'hlasoù dibenn studi hag ar bloavezhioù kentañ skol veur. E 1963 ez embanne e gentelioù kentañ. Roet e veze ar re-mañ dre lizher e-doug ar bloavezh ha da geñver devezhioù studi e-kerz an hañv. Berzh a reas diouzhtu ar skol. Deraouet gant pevar rummad : Lennegezh, Istor, Fizik, Douaroniezh, goude pemp bloaz e tiraeze ur raklun a 12 danvez, en o zouez ar Vevoniezh, ar Ventoniezh, ar Gimiezh, ar Yezhadur hag, en derez skolveurel, ar C'hrennvrezhoneg, an Armerzhouriezh, an Ensavadurioù politikel, ar Gwir bonreizhel.

Ur perzh heverk gant kentelioù Yezhadur Saded eo e lakaont a-wel un hil a skrivagnerion eus an 19t hag eus deroù an 20t kantved (Morvan, Roudaut, Ar C'hoad, Inisan, Uguen, h.a.) a lakaas ar brezhoneg da emdreiñ etrezek un eztaolusted hag ur galloud dezevout n'en doa biskoazh anavezet. O skridoù, kelennoù ha prepozioù relijiel hep digentegezh pe troidigezhioù eus ar Bibl, a voe tennet eus an ankounac'h en eil hanterenn eus an 20t kantved bennozh da imbourc'hioù gramadegourion evel pennaozer ar c'hentelioù-mañ, René Le Gléau.

An embannadur a ginnigomp a adkemer kraf ha kraf kentelioù 1966 en o fezh. Abaoe grez Saded neoazh ez eus bet renet imbourc'hioù all war ar yezh ha diorreet un dermeneg yezhoniel un tamm mat resisoc'h. Nevesaet eo bet an displegadurioù ha liesaet an ergrafoù.

E dibenn pep kentel hon eus dalc'het testenn ar poelladennoù o doa d'ober ar skolidi ha, diouzh an dro, ar poelladennoù skouer. Evit ar bommoù lennegel o skoueraat ar c'hentelioù, d'ar re meneget e 1966 hon eus ouzhpennet re nevez tennet eus al levrioù deuet er-maez abaoe. Evel er c'hentelioù orin e vez meneget ar skouerioù er skrivadur unvan.

Notet e vo an daskemmadenn graet e talbenn al levr : ouzh Yezhadur - deskrivadur ar yezh evel m'emañ boaziet gant he arveriaded - eo bet erlec'hiet Gramadeg, eleze studi ur yezh evel furm dibarek eus al lavar.

Fiche Technique

Paru le : 21/04/2010

Thématique : Adultes méthodes grand public

Auteur(s) : Auteur : Strollad an deskadurezh eil derez

Éditeur(s) : Preder

Collection(s) : Non précisé.

Série(s) : Non précisé.

ISBN : 978-2-901383-71-0

EAN13 : 9782901383710

Reliure : Broché

Pages : 251

Hauteur: 22.0 cm / Largeur 16.0 cm


Poids: 0 g