Chargement...
Chargement...

Yezh ar vuhez

Auteur : François-Marie Luzel


13,69 €
Chargement...
Livraison à partir de 0,01 €
-5 % Retrait en magasin avec la carte Mollat
en savoir plus

Résumé

Recueil de poèmes qui évoquent la vie ordinaire. ©Electre 2024

Fañch an Uhel, ganet e 1821 e Bro-Dreger ha marvet e 1845 e Kemper, e-lec'h m'eo bet beziet. Evel dastumer ez eo bet, e chom hag e chomo brudet. Dastumer kontadennoù, da gentañ-holl : an embannadurioù brav graet gantañ e galleg e ti Maisonneuve e Pariz adalek 1881 o deus talvezet dezhañ ur brud na dremeno ket. An darn vrasañ eus e gontadennoù n'en deus ket, siwazh, miret an destenn vrezhonek anezho : kement a zo chomet war e lerc'h e yezh ar vro a zo bet embannet - klok - gant Al Liamm.

Dastumer gwerzioù ha sonioù eo bet ivez : peder levrenn gaer, brezhoneg ha galleg tal-ouzh-tal, a zo bet embannet e 1868-1890, gant skoazell Anatol ar Braz evit ar re ziwezhañ.

Adalek 1853 - pe war-dro - eo bet kroget da sevel barzhonegoù e brezhoneg. Lod a zo taolennoù diouzh ar c'hiz, nebeut a bersonelezh enno. Lod all, gwelloc'h kalz, a zo diwar-benn ar vro, an dud o vevañ hag o labourat enni, hag an natur war o zro.

Ar re dalvoudusañ eo ar re a gaver enno envorennoù eus ar vuhez er gêr en e yaouankiz. Savet int holl diouzh an doare-gwerzaouiñ a blije d'an dud en amzer-hont. Ar yezh a zo flour, heson ha skeudennus. Ur skouer a vrezhoneg yac'h.

Fiche Technique

Paru le : 15/05/2002

Thématique : Poésie auteurs étrangers

Auteur(s) : Auteur : François-Marie Luzel

Éditeur(s) : Mouladurioù Hor Yezh

Collection(s) : Non précisé.

Contributeur(s) : Editeur scientifique (ou intellectuel) : Per Denez

Série(s) : Non précisé.

ISBN : 978-2-86863-137-4

EAN13 : 9782868631374

Reliure : Broché

Pages : 128

Hauteur: 21.0 cm / Largeur 15.0 cm


Poids: 300 g