Chargement...
Chargement...

Moueziou barzed


15,90 €
Chargement...
Livraison à partir de 0,01 €
-5 % Retrait en magasin avec la carte Mollat
en savoir plus

Résumé

Introduction à la poésie bretonne et à la traduction bretonne de citations de poètes internationaux. ©Electre 2024

Barzoniez. Hekleo an ene war-eeun, pe brabañserez amsklêr ? Petra 'lavar ar geriou-ze, na lavar ket ar homz plên ? Daoust hag-eñ n'eo ket bet ar barz atao eun hanterour kentoh eged eun den ollskianteg ? Ar geriou n'eus ket dezo ar memez karg ha gwechall ken, med an temou n'int ket cheñchet kement-se : an natur, ar garantez, ar maro... Geriou berr, ideou hir. Pez a jom eo ar hlask peurbadel evid en em ober ouz ar bed, hag argas an anken. Bugale o stourm da zond da dud 'vefe ar varzed ? Ha lorh enno, spi on-eus atao.

Dre red e reer choazou en eul leor evel hemañ. Pal al leor eo, neketa ? Eun dibab barzonegou. Barzonegou deuz an dibab ? Emichañs ! Neuze, penaoz int bet choazet ? Gand ar falla benveg, a lavaro lod : ar from, ar galon, an elfennig vunud he-deus tarzet dirag hini pe hini.

Abaoe an amzeriou kosa ez eus diouto. O zreuz o-deus greet lod beteg ennom, ha kenderhel a ra tud zo hizio da zevel ha da embann barzonegou, beteg ober o micher deuz se evid lod : soñjit 'ta, en or bed-ni ma ranker gounid ha dispign buan, pebez choaz iskiz ! Traou ne zervijont da netra... Eur galloud hud a vefe eta gand ar varzoniez ? Plas diweza an traou munud ? Degemer mad ouz taol ar varzed !

Fiche Technique

Paru le : 14/04/2012

Thématique : Anthologies poésie

Auteur(s) : Non précisé.

Éditeur(s) : Emgleo Breiz

Collection(s) : Non précisé.

Contributeur(s) : Editeur scientifique (ou intellectuel) : Maguy Kerisit-Louédoc

Série(s) : Non précisé.

ISBN : 978-2-35974-041-7

EAN13 : 9782359740417

Reliure : Broché

Pages : 172

Hauteur: 20.0 cm / Largeur 12.0 cm


Épaisseur: 1.1 cm

Poids: 0 g